Rijksweg 50
Ar Gourhent Rijksweg 50 eo an hent pennañ o liammañ Emmeloord ouzh Eindhoven en Izelvroioù. Ar gourhent-se a dremen dre gêrioù Eindhoven, 's-Hertogenbosch, Oss, Nijmegen, Arnhem, Apeldoorn ha Zwolle.
Eil Brezel-bed
kemmañE-pad an Eil Brezel-bed e veze graet Gourhent 69 anezhi. Aboe 1969 ez eo bet adanvet N69, bremañ e vez graet gant an anv-se etre harzoù proviñs an Noord-Brabant hag an hent-tizh E34. Ar gourhent a oa hollbouezus evit an nerzhioù kevredet e-pad an Oberiadur-brezel Market Garden. Bez e oa an hent-bras nemetañ a c'helle bezañ implijet evit kas da benn an oberiadur. Goude an emgannoù taer-feuls etre an nerzhioù harzlammerien ha douar kevredet hag an nerzhioù alaman e voe graet "Hell's Highway" anezhi.