Risus abundat in ore stultorum

Risus abundat in ore stultorum zo ul lavar latin hag a dalv kement ha Paotañ a ra ar c'hoarzh war c'henoù ar re sot. Hervez al lavarer e vez ar sodien o c'hoarzhin atav, hogen meur a zispleg zo d'ar frazenn. Pe e ra van ar c'hoarzher da vezañ komprenet ur bourd bennak, pe ne oar ket displegañ e soñj hag e kuzh e zizampartiz gant ar c'hoarzh. Ha hervez ar c'hrennlavar e vefe ar c'hoarzh, pa vez re greñv pe re hir, ur merk a ziotiz. Ar re fur hepken a oar chom hep c'hoarzhin.