Road Hog zo ur ganaouenn saoznek gant ar c'haner stadunanat John D. Loudermilk e 1962.

Ar ganaouenn kemmañ

Ur bleiner zo en e garr war an hent, hag ur ruz-revr en ur c'harr all dirazañ. Gwelout a ra egile oc'h ober fazioù, ha c'hoarzhin a ra ar c'honter peogwir e oar penaos emañ afer o vont d'echuiñ. Fentus eo an istor, kontet brav.

Yezhoù all kemmañ

Brudet bras eo bet an doare portugalek e Brazil, skrivet gant Roberto Carlos hag anvet "O Calhambeque", embannet e 1963. Diwar-benn ur c'harr kozh eo ar son-mañ.

Berzh a reas ivez e galleg e 1964, kanet gant Joe Dassin hag anvet "Bip bip". Diaes lavarout eo ken plijus hag an div all.

Liammoù diavaez kemmañ