Rob Walker Racing Team

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Rob Walker Racing Team a oa ur skipailh Formulenn 1 prevet skos en deus redet etre 1953 ha 1970. Krouet eo bet gant Rob Walker, hêr wiskioù Johnnie Walker ha redek a rae gant al livioù skos e-lerc'h British Racing Green. Ar skipailh eo an hini nemetañ en deus gounezet ur Priz Bras hep sevel e garr.

Cooper T66 Rob Walker e 2007 gant lifre skos

Deroù

kemmañ

Krouet eo bet ar skipailh e 1953, oc'h ober e zisoc'hoù en ur redadeg F2, gant ur c'hConnaught bleniet gant Tony Rolt. Gant Eric Thompson e teu an trec'h kentañ er redadeg war-lerc'h, ha seizh a heulio e kiboù breizhveuriat ar bloaz-mañ. E redadeg kentañ zo e Priz Bras Rouen, ur redadeg gant F1 ha F2 mesk-ha-mesk, o lakaat da redek Stirling Moss war ur c'hCooper. Echuiñ a ra Moss 4 eus ar F2. Ober a ra ar skipailh e zisoc'hoù e F1 e Priz Bras Breizh-Veur 1953 met ret eo da dTony Rolt hag e gConnaught dilezel.

Er bloavezhioù war-erc'h e kendalc'h ar skipailh da redek e kiboù breizhveuriat, oc'h ober un nebeud redadegoù F2 ha F1. Trec'hiñ a ra avat e F2 e 1956 gant Tony Brooks. Merzhet eo ar skipailh evit chom hep redek gant livioù Breizh-Veur (ar British Racing Green brudet), met gant livioù Bro-Skos, glas teñval gant ur vandenn wenn. Gant ur c'hCooper-Climax e tistro Rob Walker e F2 en amzer leun. Er memes koulz a ya maout Levant Cup gant Tony Brooks a rann ar c'harr gant Jack Brabham ha Noel Cunningham-Reid, met ne c'hell ket ar skipailh echuiñ ur bern redadegoù en abeg da gudennoù teknikel.

Redadegoù etrevroadel

kemmañ
 
Lotus 18 Stirling Moss en deus trec'het Priz Bras Monako 1961

Dilezel a ra Rob Walker redadegoù kluboù evit redek e redadegoù etrevroadel. Redek a ra gant Maurice Trintignant, a rede a-raok an Eil Brezel Bed, hag ivez gant Stirling Moss ha Tony Brooks pa vezent dieub eus o labour gant Vanwall. Kregiñ a ra mat ar bloavezh 1958 gant daou drec'h, trec'hioù kentañ ur c'hastell-karr Cooper. Trec'hioù a ra ivez er-maez eus kevezadeg ar vlenierien. Un tammig heñvel eo bloavezh 1959 gant Trintignant ha Moss.

Divizout a ra Rob Walker lakaat e youl war Moss e-unan, ha prenañ a ra kirri Lotus evit ober. E Monako e ro Moss trec'h kentañ ur c'harr savet gant Colin Chapman war al Lotus 18. Moss a ra ur bloavezh eus ar c'hentañ, hep trec'hiñ ouzhpenn avat, met oc'h echuiñ trede eus ar gevezadeg. Trec'hiñ a ra aliesoc'h er-maez eus ar gevezadeg.

Gant reolenn nevez kefluskerioù 1,5 litrad e 1961 e soñj Walker sevel e gastell-karr eñ met dilezel a ra ar mennozh-se evit prenañ c'hoazh kirri Lotus, Lotus 18 avat c'hoazh, abalamour ma en deus nac'het Chapman gwerzhañ kirri nevesoc'h. Trec'hiñ a ra c'hoazh Moss, kenkoulz e-barzh (Monako, Alamagn) hag er-maez eus ar gevezadeg (Goodwood, Vienna), ha redek a ra Priz Bras Breizh-Veur war ur c'harr pevar-rod-keflusket savet gant Fergusson Research, ar Fergusson P99. Trec'hiñ a ra Moss diwezhatoc'h gant ar c'harr-se, er-maez eus ar gevezadeg avat.

Goude amzer Moss

kemmañ

Kregiñ a ra mat ar bloavezh 1962 gant trec'h Trintignant e Pau met gouzañviñ ar ra ar skipailh un taol fall gant gwallzarvoud Moss e Goodwood war ul Lotus, ar pezh a redi anezhañ da baouez gant ar redadegoù kirri. Lakaat a ra da get raktres Rob Walker da lakaat ar blenier saoz da redek gant ur Ferrari e kevezadeg bed. Mirout a ra Trintignant a zeu da vezañ goustadikoc'h-goustadikañ gant an oad ha ne zeu ket a-benn da verkañ ur poent evit ar gevezadeg. Echuiñ a ra ar bloavezh gant marvioù Riccardo Rodriguez ha Gary Hocking o vleniañ Lotusoù prientet gantañ.

  Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1