Robert Morris
Robert Morris (9 a viz C'hwevrer 1931 e Kansas City) zo un arzour ha skrivagner stadunanat. Asambles gant Donald Judd ez eo gwelet evel unan eus diazezerien an arz bihanañ. Bras eo e berzh ivez evit a sell ouzh an taolioù-kaer, ar staliadurioù hag al Land Art. O chom hag o labourat e New York emañ.
E vuhez
kemmañA-raok dont da vezañ livour e studias Robert Morris e skol-veur Kansas, e Kansas City Art Institute hag e Reed College. En oberennoù a savas er bloavezhioù 1950 e weler levezon arzourien an diheverzded varzhoniel, ha dreist-holl hini Jackson Pollock. E California e studias Morris labour sonaozerien evel La Monte Young ha John Cage.
E 1960 en em stalias e New York ma kinnigas un taol-kaer diazezet war korfoù en ul lec'h ma kouezh ur golonenn en he foull. Damheñvel e voe e delwennoù bihanañ kentañ anvet Two Columns (1961) ha L Beams (1965).
Pa oa e New York e stagas gant studiañ oberennoù Marcel Duchamp hag e savas oberennoù levezonet gantañ evel Box with the Sound of its Own Making ( 1961) ha Fountain (1963). E 1963 e voe kinniget e zelwennoù bihanañ e diskouezva Green e New York. E 1964 ec'h aozas daou daol-kaer brudet : 21.3 ha Site, gant Carolee Schneemann. Enskrivañ a reas e Hunter College New York, hag e savas e gounskrid mestroniezh diwar-benn labour Brancusi. E 1966 e lakaas embann un heliad pennadoù titlet « Notes on Sculpture » en Artforum.
E 1967 e krouas Steam hag a zo gwelet evel unan eus skouerioù kentañ al Land Art. E dibenn ar bloavezhioù 1960 e voe kinniget oberennoù savet gantañ e meur a virdi stadunanat, ha burutellerien' zo evel Clement Greenberg a voe taer e-keñver ar pezh a rae. War vrasaat ez eas oberennoù Morris : kregiñ a reas da leuniañ salioù ar mirdioù gant bernioù douar pe feltr. E dibenn ar bloavezhioù 1970 e stagas gant an arz-skeudenniñ en-dro, ar pezh a souezhas an dud. Ul lodenn vras eus e oberennoù a voe diazezet war an aon rak implij an armoù nukleel. Er bloavezhioù 1990 e stagas en-dro gant an oberennoù kentañ en doa savet, hag e reas war-dro adsevel pe staliañ oberennoù a oa bet kollet.
Mammenn
kemmañ- Buhez Robert Morris e lec'hienn Diazezadur Guggenheim
Liammoù diavaez
kemmañ- Morris : Labyrinthe ou dédale ? , Le Magazine d'Exporevue, 1999
- Robert Morris, Publicportfolio e lec'hienn columbia.edu
- Ghislain Mollet-Viéville, « Robert Morris : diwar-benn Open center sculptures », miz C'hwevrer 1998
- Land Reclamation und Erdmonumente pennad gant Thomas Dreher
- Observatory e Lelystad/Oostelijk Flevoland, skeudennoù
- Thomas Dreher: Allan Kaprow versus Robert Morris. Ansätze zu einer Kunstgeschichte als Mediengeschichte
Levrlennadur
kemmañ- Catherine Grenier (dir.), Robert Morris, , Éditions du Centre Pompidou, Coll. Contemporains/Monographies, 1995, 312 pp. (ISBN 2-85850-825-9)