Digeriñ al lañser pennañ
Robin Williams e 2011

Robin McLaurin Williams, bet ganet e Chicago (Illinois, Stadoù-Unanet Amerika) d'an 21 a viz Gouere 1951 hag aet da Anaon e Paradise Cay (Kalifornia, SUA) d'an 11 a viz Eost 2014, a oa un aktour hag ur fentigellour stadunanat.

Taolenn

E filmoù er sinemaAozañ

1970-1979 : ur filmAozañ

1980-1989 : pevarzek film (pemzek en holl)Aozañ

1990-1999 : ur film ha tregont (c'hwec'h ha daou-ugent en holl)Aozañ

2000-2009Aozañ

2010-2015 : nav filmAozañ

Dead Poets Society / Kevredigezh ar Varzhed VarvAozañ

Nag a filmoù zo bet gantañ ma oa penn-c’hoarier enne, kat da lakaat an arvester da c’hoarzhin pe da ouelañ diouzh ma veze. Dalc’het e vo soñj eus e berzh er film « Dead Poets Society » pe « Kevredigezh ar Varzhed Varv » (e galleg « le Cercle des Poètes Disparus ») bet graet er bloaz 1989. Er film-se e c’hoarias perzh ur c’helenner war ar saozneg, John Keating, en ur skol vrudet e 1959, ur skol e-lec’h e veze stummet skolidi a live uhel. Dont a ra a-benn da aweniñ ha da dommañ skolidi ar Welton Academy ouzh ar varzhoniezh, hag int troet da zont da vezañ kentoc’h mezeien pe ijinourien eget barzhed. Deskiñ a ra dezho penaos karout ar varzhoniezh ha degas kemmoù en o buhezioù dre hanterouriezh ar studi-se. Renet e voe ar film gant Peter Weir ha skrivet gant Tom Schulman. Setu amañ neuze un toullad arroudennoù tennet eus ar film holl vrudet-mañ.

John Keating: Ne vez ket lennet na skrivet barzhonegoù abalamour ma'z eo un dra vrav da ober. Lenn ha skrivañ barzhonegoù a reer abalamour ma'z omp izili eus an denelezh. Ha leun-barr eo an denelezh a entan. Ar vezegiezh, ar gwir, an aferioù, an ijinouriezh zo holl dellezek eus ho strivoù hag ezhomm anezho evit hon magañ e-kerzh hon buhez. Met ar varzhoniezh, ar gened, an hoalerezh, ar garantez, evito eo e chomomp bev. Hervez Whitman, « O me ! o ma buhez ! ouzh ar goulennoù-se e troan bepred ; ouzh trenioù difin an dud amgredus… ouzh kêrioù leun a dud sot enno ; petra a vad a zo ennoc’h evidon, O me, O ma buhez ? » Respont. Ma ‘z oc’h amañ – ma zo eus ar vuhez hag an identelezh ‒, evit ma kendalc’ho ar pezh-c’hoari kreñv-se da vont en-dro, e c’helli-te degas ha ne vefe ken nemet ur werzenn. Ma kendalc’ho ar pezh-c’hoari da vont en-dro, ma c’hellfes-te degas ha ne vefe ken nemet ur werzenn. Pehini a vezo da werzenn ? »

Emañ John Keating o tiskouez skeudennoù klasadoù liseidi gozh d’e skolidi e-kerzh ur gentel varzhoniezh. Ret e eo dezho prederiañ war an amzer-dremenet hag ivez o amzer da zont.

John Keating: Gwelout a rit, n’int ket disheñvel a galz diouzhoc’h, neketa ? An hevelep doare da droc’hañ o blev. Leun int a hormonoù eveldoc’h. Didrec’hus int, eveldoc’h. Dezho eo ar bed. Krediñ a reont ez eo o zonkad sevel oberennoù meur, evel ma ra kalz ac’hanoc’h, ez eo leun o daoulagad a spi, eveldoc’h. Daoust ha gortozet o deus re bell ken ne oa re ziwezhat dezho ober ken nemet un disterdra eus ar pezh e oant gouest d’ober ? Rak, ma zud kaezh, ret eo deoc’h merzout ez int aet holl da vouetañ buzhug. Met selaouit ervat a-dost, hag e klevot anezho o kuzulikat o herezh deoc’h. Deuit ‘ta, astennit ho skouarnioù. Selaouit, klevout a rit ? - Carpe – klevet hoc’h eus ? - Carpe, carpe diem, grit ho mat eus hiziv, paotred, lakait ho puhezioù da vezañ dreist-ordinal.[1]

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. « Carpe Diem » a zo latin hag a dalvez kement ha « Kuntuilh hiziv hep bezañ nec’het gant warc’hoazh. »