Roch Marc Christian Kaboré
Roch Marc Christian Kaboré zo un den a stad burkinabat, ganet e Ouagadougou d'ar 25 a viz Ebrel 1957. Prezidant ar Republik eo bet etre an 29 a viz Kerzu 2015 hag ar 24 a viz Genver 2022.
Armerzhour anezhañ, anvet eo bet ministr meur a wech a-raok bezañ kentañ ministr etre 1994 ha 1996, ur mare ma voe kollet talvoudegezh gant al Lur CFA. Goude se eo bet prezidant ar Vodadenn vroadel e-pad 10 vloaz, etre 2002 ha 2012.
Danvez-prezidant ar Republik e oa e dilennadegoù 2015 evit ar Mouvement du peuple pour le progrès (MPP). Dilennet e voe kerkent hag an dro gentañ evit pemp bloaz, gant 53,49 % eus ar mouezhioù. Addilennet e voe evit un eil respet, en dro gentañ, gant 57,87 % eus ar mouezhioù dirak daouzek danvez-prezidant all. Ar prezidant kentañ eo hep liamm ebet gant an arme.
Anvet en doa Paul Kaba Thieba, ur armerzhour, da gentañ ministr d'ar 7 a viz Genver 2016. Ur sizhun goude e c'hoarvezas ur gwalldaol spontour e kreiz-kêr Ouagadougou d'ar 15 a viz Genver, sammet an atebegezh anezhañ gant al-Qaida er Maghreb islamek (AQMI).
Cheñch a reas kentañ ministr d'ar 24 a viz Genver 2019 hag anvet e voe Christophe Joseph Marie Dabiré er post-se.
Addilennet e voe en dro gentañ evit un eil respet e 2020, gant 57,87 % eus ar mouezhioù. Met e-kerz un taol-stad e miz Genver 2022 e voe harzet gant ur gwarnizon milourien, ha reiñ a reas e zilez evel prezidant dindan gwask al lu. Bac'het e voe e lechioù a bep seurt hag embannet e voe e zieubidigezh gant ar gouarnamant nevez d'ar 6 a viz Ebrel.