Pevar avel
(Adkaset eus Rod an avelioù)
Ar pevar avel a zo roudoù pennañ un nadoz-vor war ur gartenn douaroniezh: an Norzh, ar Reter, ar C'hornôg hag ar Su.
N = Norzh ; R = Reter ; S = Su ; K = Kornôg B = Biz ; Ge = Gevred ; M = Mervent ; Gw = Gwalarn u = uhel ; i = izel |
Rod an avelioù
kemmañWar ar c'hartennoù e vez treset rod an avelioù, peurliesañ, gant an Norzh war wel. Gwelet a c'haller avelioù hanterek ivez. (Neuze e komzer eus an eizh avel). En nec'h e weler an Norzh atav, pe dost.
Berradur | Avel | Azimut |
---|---|---|
H | Norzh | 0° |
Bz | Biz | 45° |
R | Reter | 90° |
Gv | Gevred | 135° |
S | Su | 180° |
Me | Mervent | 225° |
K | Kornôg | 270° |
Gw | Gwalarn | 315° |
H | Norzh | 360° |
notenn : pa vez graet anvioù-gwan pe adverboù gant an avelioù, e vezont skrivet gant tallizherennoù bihan.
Anvioù all ar pevar avel
kemmañAn Norzh a vez graet anvioù all anezhañ ivez:
- an Hanternoz ;
- ar Sterenn ;
- ar C'hleiz ;
- ar Gougleiz (en henvrezhoneg), heñvel ouzh gogledd e kembraeg.
Ar Reter a vez graet ar sav-heol anezhañ ivez .
Ar Su a vez graet anvioù all anezhañ ivez:
- ar C'hreistez ;
- an Dehoù, heñvel ouzh de e kembraeg ;
- an Dehoubarzh (en henvrezhoneg).
Ar C'hornôg (pe Gornaoueg) a vez graet ar c'huzh-heol anezhañ ivez.