Digeriñ al lañser pennañ

Ar Roeñverezh a zo ur sport eus familh ar sportoù-moraerezh. Ur sport Olimpek eo abaoe m'eo bet krouet ar c'hoarioù Olimpek a-vremañ, da lâret eo e 1896 dindan luskadenn ar Baron Pierre de Coubertin. Pal ar roeñverezh a zo kas war-raok ur vag dre sikour palioù anvet ken ha ken roeñvoù. Kavet e vez daou rummad :

  • Ar roeñverezh war stêrioù. (Olimpek eo)
  • Ar roeñverezh war ar mor. (N'eo ket Olimpek)
Roeñverezh

An TeknikAozañ

 
An div zoare Pal

Ur sport tizh eo ar roeñverezh. Eus bigi hir ha moan, e koad pe e danvezioù kompozit ez eus ezhomm. Ar gourener a zo azezet a-us da live an dour war un azezenn war ruilh, anvet "Risklerezh". Treiñ a ra hennezh e gein da avañsamant ar vag. Servij a ra ar roeñvoù da gas war-raok ar vag. Hervez an ambarkasionoù, e implij ar roeñver :

  • Ur bal nemetken (Hirder an hollad a zo eus 3.5 m da 4 m).
  • Div bal anvet "dre goublad" ( war dro 3 metrad evit pep pal).

Kavet e vez div stumm pal, Makon pe Hachoir [1].

An Taol RoeñvAozañ

Spis tre eo fiñv ar roeñver, ur meskaj kreñvder ha resister eo. Ur roeñver a en em ziskuilh bezañ un teknisian a-zoare a zo neuze goust enebiñ, war an dour, gant ur roeñver a vefe kigennekoc'h egetañ. Pal ar roeñver a zo lakaat da brofitañ ar vag eus e nerzh plouzañ. Talvezout a ra eo ret klask ar finvadurioù kontrol da riskl ar glorenn. Ur seurt berusted a zo diaes-tre da gaout, (galloud a raio un deraouer kadarnat), dre ma 'z eo luziet ar jestr.

Div brantad 'vez kavet en taol roeñverezh.

  • Ar "gas war raok", prantad lerc'h m'eo harpet ar palioù en dour. Astenn ' ra ar roeñver e divhar, digas a ra e divrec'h etrezek e kef (un tamm dindan e bruched) evit diblasiñ ar gouc'h. Prim ha nerzhus eo ar brantad, stenned eo ar c'higennoù.
  • An "distro", prantad lerc'h m'eo ar palioù e diavaez an dour. Astenn a ra ar roeñver e divrec'h, adlec'hiañ a ra e gef hag adplegañ a ra e divhar a-benn adkregiñ gant ur gas war raok nevez.

Ar prantadoù-se a zo eilet dre fiñvadurioù tremenadur. Bezañ prim ha soupl pad an tremenadurioù ha lak ar fiñvadur hollek da gounez beridigezh.

  • Etre ar gas war raok hag an distro ez eus an "distro dorn", da lâret eo, e astenn buan, ar roeñver, an divrec'h hag ar c'hef dre zirak.
  • Etre an distro hag ar gas war raok, eo ret d'ar roeñver ober ar pez a vez anvet an "tagañ". Ar jestr-mañ a rank bezañ spis a-benn lakaat harp, en dour, ouzh ar balioù.


Ma tiveromp, e talc'himp soñj eus tri ger : Divhar, Kein, Divrec'h distro : Divhar, Kef, divrec'h.

FISAAozañ

Ar Roeñverezh a vremañ a zo renet gant ar FISA (Fédération international des societés d'Aviron), krouet e Turin, d'ar 25 a viz even 1892 gant dileuridi Bro Suis, Bro Frañs, Belgia, an Adriatica. Ar FISA a zo ar gevredigezh koshañ a touez al lusk Olimpek [2].

Aozet he deus ar c'hentañ kampionadoù European e 1893 hag ar c'hampionadoù Bedel abaoe 1962. Ur sport Olimpek eo ar roeñverezh abaoe 1896 (Ar roeñvadeg aozet d'ar 1añ a viz Ebrel a zo da gentañ, bet daleet, evit bezañ nullet dre fazi ur barr-amzer da vare ar c'hentañ c'hoarioù Olimpek e 1896).

AnvadurezhAozañ

An eizh bag anavezet gant ar FISA.
Anvadurezh Anv boutin
8+ Eizh
4+ Pevar sturied
4- Pevar nan-sturied
2- Daou nan-sturied pe pair-oar
2+ Daou sturied
4x Pevar dre goublad
2x Daou dre goublad pe double
1x Skiff

Ur rakger P (evit Paotr) pe Pl (evit Plac'h) a ziskouez reizh al lodegion.

E-pad ar roeñvadegoù e kavomp rummadoù evit pep roeñver, "B" evit bihanig ( 13 ha 14 bloaz), "Y" evit yaouaer ( 15 ha 16 bloaz), "M" evit mibion ( 17 ha 18 bloaz), "H" evit hen ( 19 ha 34 bloaz). Ar rakger-mañ a zo heuliet eus an niver a roeñverion (1, 2, 4 pe 8). Al lizheren "X" a arouez ar fed e vefe ar vag er stad "dre goublad" (2 bal evit pep roeñver). Hep ar sign-mañ e talvez eo armet ar vag "dre poent" (1 bal dre roeñver). Ar sign + a dalvez ez eus ur sturier war ar vag tra ma - a dalvez n'ez eus sturier ebet war ar vag.


Skouerioù [3] :

  • PH8+ = Eizh dre poent hen (Senior) paotr gant ur sturier.
  • PlM4- = Pevar dre poent mibion (Junior) plac'h hep sturier.
  • PY2X = Daou dre goublad yaouaer (Cadet) paotr.
  • PB1X = Skiff bihanig (Minime) paotr.
  • MF4X+ = Pevar dre goublad bihanig plac'h gant ur sturier.

Leun a kampionadoù 'zo, anvet vezont roeñvadegoù.

KevaezerezhAozañ

Redadenn a steudAozañ

Ar redadennoù a steud a zo graet kentoc'h pad an nevez-amzer pe pad an hañv. An hed Olimpek, implijet e kerzh an darn vrasañ eus ar radennoù a steud, a zo eus 2000 m. Kavet e vez un eil stumm, evit an henerien, anvet ar sprint, war 1000 m e en em dremen ar redadenn-mañ. An hedoù a cheñch hervez an oad. Ar bihanigerien o 1000 m d'ober, ar yaouaerien,1500 m, ar mibioned hag an henerien, 2000 m. Goulenn a ra ar radedennoù a steud ur bec'hadenn puilh (e pad un nebeut minutennoù).

Penn stêrioùAozañ

Ur penn stêr a zo un doare roeñvadeg, aozet kentoc'h e fin an diskar amzer ha pad an nevez amzer. Mont a ra kuit an akipajoù unan war lerc'h egile. Roeñvat a reont a enep an amzer. An hedoù a zo kemmus, d'al liesañ etre 2000 m ha 12 000m. Skouerioù penn stêrioù :

  • Head of the Charles e Boston en SUA
  • Head of the River Race war an Tamise e Londrez.

Kampionad beldel ha c'hoarioù OlimpekAozañ

El live Bedel, ez eus "dre goublad"...

  • Bagig / 4X-1X (pevar roeñver nemet ar sturier)
  • Pevar dre goublad / 4X
  • Daou dre goublad / 2X
  • Skiff / 1X

... "dre poent" ...

  • Eizh gant ur Sturier / 8+
  • Pevar gant ur sturier (n'eo ket Olimpek) / 4+
  • Pevar hep sturier / 4-
  • Daou gant ur sturier (n'eo ket Olimpek) / 2+
  • Daou hep sturier (pair-oar) / 2-

RummadoùAozañ

Kavet 'vez div rummad pouezh :

  • Pouezh skañv : Evit ar baotred o deus ur pouez izeloc'h eget 72,5 Kg gant keidenn ar vag par da 70 Kg pe nebeutoc'h (estreget evit ar Skiff) hag evit merc'hed o deus ur pouezh izeloc'h da 59 Kg gant keidenn ar vag izeloc'h pe par da 57 Kg.
  • Holl rummadoù : Hep forsadenn.

Hed ar redadeg a zo eus 2000 m. Ar barem-se zo gwir evit an Henerien (Senior).

AkiperezhAozañ

BagAozañ

Graet eo ar bigi hag ar roeñvoù (palioù) hervez ar skouer aliet gant ar FISA (Fédération internationale des sociétés d'aviron). Posupl eo tapout listenn ar savourien bedel, amañ.

Gwechall e oant graet gant koad (skañv a-walc'h), met hiriv an deiz vezont graet e kevlar, neudenn karbonek pe e karbon. Skiffoù zo (bag gant ur plas) a c'hell diskenn dindan 12Kg, met hervez ar reolennaoueg 'n eus ket tu diskenn didan 14Kg. Diferet e vez, ar gouc'h, an dougerezhioù, ar roeñvoù a gevrenn ar vag.

Ar saverien brasañ a vez gwelet war roeñvadegoù etrevroadel a zo Empacher, Filippi, Stämpfli, Hudson, Salani, Douglas, Vespoli, BBG, WinTech ha Vega evit ar bigi, Concept2, Croker, Drakkar evit ar balioù. Gobari ar bigi a en em kran dre an niver a paotred en akipaj, ar moander pe o zanvez.

RoeñvAozañ

Anvet roeñv pe pal, n'haller ket o tiouveriñ. Tu 'zo d'ar roeñver implij ur bal pe daou hervez m'eo ar vag armet "dre goublad" pe "dre poent". Ar balioù a oa graet e koad, a-raok bezañ graet e karbon (evit an darn vrasañ). Fardañ anezho e karbon a lak ar roeñv da vezañ kaletoc'h ha kalz skañvoc'h.

Kavet 'vez div rummad skouer pal : Ar balioù anvet "Makon" hag ar balioù anvet "Hache" (sellout ouzh ar skeudenn uheloc'h). Ar roeñvoù-se a ro un harp gwelloc'h war an dour. Er roeñvadegoù vezont difennet d'ar bihanigoù (minime), se 'zo peogwir e goulenn ar palioù "Hache" muioc'h a kreñvder.

Galloud a ra bezañ reoliet ar roeñvoù o kemm al loc'h a neuze an dezrevell kreñvder.

Mekanik roeñvatAozañ

Ar mekanikoù roeñvat [4] a zo mekanikoù a servij da devreziñ fiñvadennoù ar roeñverezh. Ur muzulier dredan 'z eus d'ar peurliesañ. Ar benvegoù-mañ, implijet a-lies gant ar roeñverien, a zo dispar evit en em kigennañ en un doare hollek. Bez ez eus kampionadoù mekanikoù roeñvat, evel hini Coubertin (Concept 2). Lod brasañ anezho a zo implijet e giz un amprouenn dibab evit ar skipailhoù broadel.




Notennoù ha daveoùAozañ

Liammoù diavaezAozañ