Roll izili ar Seiz Breur
Eus 1923 betek 1947 en em vodas en Unvaniez ar Seiz Breur un tri-ugentad a arzourien, brezhon pe get, evit difenn mennozh un arz breizhek koulz modern ha hengounel. Ar roll-mañ a ziskouez an arzourien hag an izili all hag a voe degemeret ez-ofisiel.
Evit istor ar gevredigezh ha he levezon, sell ouzh ar pennad Unvaniez ar Seiz Breur.
- Georges Arnoux Sonaozour
- Octave-Louis Aubert Skrivagner
- André Batillat, Tisavour
- Yves Berthou, Skrivagner
- James Bouillé, Tisavour
- Jules-Charles Le Bozec, Delwennour
- Yvette Brelet, Sonaozour
- Suzanne Candré Kinklour
- Herri Kaouisin, Embanner hag aozer filmoù
- René Kaouisin Embanner ha skrivagner
- Reun Kreston, Skeudennaouer, kinklour ha gwerinour
- Edmond Derrouch, Ebenour ha tisavour
- Fañch Elies, (Abeozen), Skrivagner
- Jean Fréour Delwennour
- Jean Guinard, Livour hag engraver
- Marguerite Houel, Engraverez
- Germaine Jouan Gwerinourez
- Roger Kervran, Mezeg
- Paul Ladmirault, Sonaozour
- Xavier de Langlais (Langleiz), Livour hag engraver
- Jules Le Bozec, Delwennour
- Paul Le Flem, Sonaozour
- Marcel Le Louet, Delwennour
- Christian Le Part, Saver arrebeuri
- Jef Le Penven, Sonaozour
- Régis de l'Estourbeillon de la Garnache, Ezel a enor
- Dorig Le Voyer, Luder
- Madeleine Lizer, Livourez ha kinklerez
- Édouard Mahé, Engraver, skeudennaouer ha livour
- Jeanne Malivel, Liverez, engraverez ha kinklerez
- Jen Mazuet, Delwennour
- Robert Micheau-Vernez, Livour ha skeudennaouer
- Jacques Motheau, Turgner koad ha saver arrebeuri
- Michael O'Farrel, Murlivour
- Francis Pellerin Kizellour ha skeudennaouer
- Charles Penther, Tisavour ha livour
- Pierre Péron, Skeudennaouer ha livour
- François Planeix, Gwiader
- Yann Robert, Livour
- Georges Rual, Saver arrebeuri
- René Salaün, Levraouer ha skrivagner
- René Salmon de la Godelinais, Saver arrebeuri ha kinklour
- Joseph Savina, Kizellour
- Gaston Sébilleau, Saver arrebeuri