The Rolling Stones
strollad sonerezh breizhveuriat
(Adkaset eus Rolling Stones)
The Rolling Stones a zo ur strollad sonerezh breizhveuriat krouet e 1962. Kanour orin ar bagad a oa Brian Jones met bleinet e voe gant Mick Jagger ha Keith Richards dreist-holl. Kaset kuit eus ar bagad e voe Brian Jones e 1969 ha mervel a reas er memes bloaz : gant Mick Taylor e voe erlec'hiet.
55 albom o deus graet ar Rolling Stones hag ouzhpenn 200 milion anezho o deus gwerzhet er bed. E 2005 ez eo aet er-maez o album diwezhañ A Bigger Bang.