Ronald Bilius Weasley pe "Ron" Weasley zo unan eus harozed romantoù Harry Potter skrivet gant J. K. Rowling. Anadiñ a ra evit ar wezh kentañ er bestseller Harry Potter ha Maen ar Furien (1997) evel gwellañ mignon Hermione Granger hag Harry Potter. Evel Harry hag Hermione ez eo ezel eus Gripi-Aour. Dastum a ra nebeut a vrud e-skoaz Harry a zeu da vezañ brudet hag a vez atav lakaet a-wel d'an holl gant e droioù-kaer. Degas a ra a-wezhioù un tamm gwarizi eus e berzh. Ron a gemer perzh en hogozik holl degouezhioù en avanturioù e vignon Harry. Er filmoù ez eo c'hoariet gant Rupert Grint.