Ronan Leprohon (Roger e wir anv-bihan) a oa ur politikour breizhat, bet ganet d'an 22 a viz Meurzh 1939 hag aet da Anaon d'an 23 a viz Eost 2017.

Unan eus diazezerien Unvaniezh Demokratel Breizh eo bet, a-gevret gant Loeiz ar Beg, Yann-Cheun Veillard, Jean Gwegeniad... Kelennet en deus istor e Skol-veur Breizh-Izel e Brest. Bet eo eil-maer e Brest ha kuzulier rannvroel. Un ezel eus ar Strollad Sokialour Gall e voe adalek 1982 hag e-pad pemzek vloaz kent dont en-dro da UDB. Ezel eus ar burev politikel eo bet ha ren a rae ar gelaouenn viziek Le Peuple Breton.

Da vare stourm Plougoñ e 1979-80, e oa enebet, er c'hontrol d'ar PCF, ouzh sevel ur greizenn nukleel eno.

Oberenn

kemmañ
  • 1984 : Vie et mort des Bretons sous Louis XIV, Beltan.