Rose Francine Rogombé

Rose Francine Rogombé (ganet d'an 20 a viz Gwengolo 1942 e Lambaréné, ha marvet d'an 10 a viz Ebrel 2015 e Pariz) zo ur bolitikourez eus Gabon.

Dre ma oa Rogombé prezidantez Sened Gabon pa varvas Omar Bongo e miz Even 2009 e voe lakaet da brezidantez ar vro en etrekarg adalek an 10 a viz Even betek ar 16 a viz Here. Goude an dilennadeg gounezet gant Ali Bongo e tistroas d'he c'harg er Sened.