Rosebud
Filmdata
Titl orin Rosebud
Bro produiñ Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Deuet er-maez 24 a viz Meurzh 1975
Yezh orin Saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 126 munutenn
Skigner United Artists
Pare
Filmaozer Otto Preminger
Produer Otto Preminger
Skrivagner Erik Lee Preminger
Sonerezh Laurent Petitgirard
Rener al luc'hskeudenniñ Denys N. Coop
Aktourien

Peter O'Toole
Richard Attenborough
Peter Lawford
Kim Cattrall

Daneveller : Joan Hemingway ha Paul Bonnecarrère

Liammoù diavaez

Rosebud zo ur film stadunanat embannet d'ar 24 a viz Meurzh 1975 . Sevenet e oa bet gant Otto Preminger, evel aktourien e oa Peter O'Toole, Richard Attenborough, ha Peter Lawford. Ar senario a oa bet savet gant mab ar filmaozer, Erik Lee Preminger, diazezet war ur romant gant Joan Hemingway ha Paul Bonnecarrère.

Da gentañ e oa bet choazet Robert Mitchum, met emañ a oa terc'het goude dizemglevioù gant Preminger. Kim Cattrall a groge gant ar film-se he buhez aktourez evel krennardez. Barbara Emerson, hag a oa bet choazet evit c'hoari unan eus ar merc'hed a voe erlec'hiet e-pad ar broduiñ.

Larry Martin (O'Toole) zo ur c'hazetenner, o labourat dindan guzh evit ar CIA. Beajiñ a ra dre ar bed-holl, sikour a ra ivez ar Mossad (spierezh Israel) amañ evit dieubiñ 5 krennardezed skrapet gant sponterien Arme Dieubidigezh Palestinia. Ar mac'hiaded a zo dalc'het war ur yacht anvet Rosebud. Sloat (Attenborough), penn ar strollad Gwengolo Du, zo liammet gant ar skrapadenn, hag a vez redet war e-lec'h goude ma vefe bet dizoloet e steuñv evit sevel un aozadur sponterezh etrevroadel kreizennet.

Liammoù diavaez

kemmañ