Ur stad kozh eus bro-Sina e oa rouantelezh Yan (sinaeg: 燕國 Yānguó). Diazezet e oa e-pad mare ar Zhou ar C'hornog hag unan eus ar stadoù pouezhusañ e Sina kozh e oa betek e zistrujadeg gant rouantelezh Qin e 222 kent Jezuz-Krist. Ji a oa e gêrbenn (bremañ Beijing).


Yānguó
Flag
? – 222 Kt J-K Flag
Location of Yan
Location of Yan
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Sinaeg
Gouarnamant monarkiezh
Istor
 - Krouidigezh ?
 - Aloubet gant Qin 222 Kt J-K
Istor Sina
Istor Sina
3 Enorus & 5 Impalaer
Tierniezh Xia
Tierniezh Shang
Zhou
Nevezamzer & Diskar-amzer Zhou ar Reter
Stadoù Brezelour
Tierniezh Qin
Han ar C'hornôg Han
Xin
Tierniezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou)
Republik Sina (Taiwan)

Douaroniezh

kemmañ

Er derou edo stad Yan e-kichen ar Ster Velenn met dilec'hiet e oa bet d'harzoù ar biz goude c'hwitadeg emsavadeg diwezhañ ar Shang. Etre al ledenez Liaodong hag menezioù ar Shanxi. An hini kentañ e oa, e-touez ar stadoù sinat, da sevel un voger evit gwarezin e harzoù a-enep ar gantreidi.

 
Siell ar rouantelezh Yan

E-pad ar mareoù Nevezamzerioù ha Diskaramzerioù ha Rouantelezhioù Brezelour e stourmas rouantelezh Yan ouzh ar rouantelezhoù Zhao ha Qi evit mestroniezh Sina ar biz.

E 314 kent Jezuz-Krist e talvezas Qi ur grizenn a herezh e Yan da aloubiñ ar vro. D'e stagañ outañ e teuias hogozik da benn, met gant un emsavadeg e oa argaset a-benn ar fin.Krevreañ a reas neuze Roue Zhao eus Yan gant Zhao, Qin, Han ha Wei da aloubiñ Qi. An argad, bleinet gant ar jeneral Yue Yi a zeuias da benn da gemer tout ar c'herioù mogeriet eus Qi, estreget Lu ha Zimu. Marv roue Zhao ha drouklamm Yue Yi a saveteas Qi, avat, a aotren a reas jeneral Tian Shanda zieubiñ ar vro.

Betek fin ar mare ar Rouantelezhioù oc'h Emgannañ e treuzvevas ar rouantelezh Yan. Goude distrujadeg Zhao e teuias da vezañ anat ne c'hellfe ar rouantelezh derc'hel ouzh Qin. Priñs Dan eus Yan a gasas neuze ur muntrer, Jing Ke e anv, da lazhañ roue Qin. C'hwitañ a reas-eñv ha Qin a aloubas Yan. Distrujet e oa lu Yan e 227 kent Jezuz Krist e kichen ar stêr Yishui ha kouezhañ a reas e gêrbenn ar bloaz goude.

Roue Xi eus Yan a zeuias da benn da derc'hel e-pad ur maread el ledenez Liaodong met trec'het e oa e 222 kent Jezuz-Krist hag e stad a oa staget ouzh Qin


Munudoù

kemmañ

Gao Jianli, ur soner hag en-doa arnodet da lazhañ an Impalaer Kentañ Sina a zeuias eus ar rouantelezh Yan.

Liammoù Diavaez

kemmañ
  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.