Pevar avel

(Adkaset eus Roud-avel)

Ar pevar avel a zo roudoù pennañ un nadoz-vor war ur gartenn douaroniezh: an Norzh, ar Reter, ar C'hornôg hag ar Su.


N = Norzh ; R = Reter ; S = Su ; K = Kornôg
B = Biz ; Ge = Gevred ; M = Mervent ; Gw = Gwalarn
u = uhel ; i = izel

Rod an avelioù

kemmañ

War ar c'hartennoù e vez treset rod an avelioù, peurliesañ, gant an Norzh war wel. Gwelet a c'haller avelioù hanterek ivez. (Neuze e komzer eus an eizh avel). En nec'h e weler an Norzh atav, pe dost.

Berradur Avel Azimut
H Norzh
Bz Biz 45°
R Reter 90°
Gv Gevred 135°
S Su 180°
Me Mervent 225°
K Kornôg 270°
Gw Gwalarn 315°
H Norzh 360°

notenn : pa vez graet anvioù-gwan pe adverboù gant an avelioù, e vezont skrivet gant tallizherennoù bihan.

Anvioù all ar pevar avel

kemmañ

An Norzh a vez graet anvioù all anezhañ ivez:

  • an Hanternoz ;
  • ar Sterenn ;
  • ar C'hleiz ;
  • ar Gougleiz (en henvrezhoneg), heñvel ouzh gogledd e kembraeg.

Ar Reter a vez graet ar sav-heol anezhañ ivez .

Ar Su a vez graet anvioù all anezhañ ivez:

  • ar C'hreistez ;
  • an Dehoù, heñvel ouzh de e kembraeg ;
  • an Dehoubarzh (en henvrezhoneg).

Ar C'hornôg (pe Gornaoueg) a vez graet ar c'huzh-heol anezhañ ivez.

Pennadoù kar

kemmañ