Ar Franked a oa renet gant duged, pe penngadourien, ha rouaned bihan (reguli e latin). Ar Salianed, pe Merovinged, a aloubas an darn vrasañ eus Galia roman, hag ivez al lodenn eus Galia a oa bet kemeret gant ar Vizigoted er bloaz 507. Mibien Hlodwig a aloubas douaroù ar Vurgonded hag an Alemanned. Mistri e voent war Provañs, Bavaria, ha Thuringia. War-lerc'h tiegezh Merove e teuas hini Karl-Veur, en VIIIvet kantved.

Gwelet ivez kemmañ