Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Roy Kelton Orbison, lesanvet The Big O, ganet d'an 23 a viz Ebrel 1936 e Vernon (Texas) (Stadoù-Unanet Amerika) hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu 1988 en Hendersonville (Tennessee) (SUA), a oa ur c'haner-sonaozer stadunanat.

Roy Orbison e 1965.

Gitarour e oa hag e-touez kentañ arzourien ar Rock 'n' roll kerkent ha 1954.

Dont a reas e-maez e ganaouenn Oh, Pretty Woman e miz Eost 1964, ha brud dezhi adarre pa voe dibabet e 1990 gant ar filmaozour stadunanat Garry Marshall evit e film hir Pretty Woman[1].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Julia Roberts ha Richard Gere pennañ tudennoù anezhañ.