Royal Corsican Rangers
Ar Royal Corsican Rangers a oa ur rejimant krouet en arme Breizh-Veur evit bodañ soudarded kors. Brezeliñ a reas ar rejimant e dibenn an Dispac'h gall hag a-hed brezelioù Napoleone Buonaparte.
Deiziad krouiñ | 1798 |
---|---|
Skour lu | British Army |
Stad | Rouantelezh Breizh-Veur |
Deiziad divodañ | Meurzh 1817 |
Istor
kemmañEn 1794 e voe disklêriet Republik Korsika Pasquale Paoli, ha pedet e voe an arme saoz da reiñ skoazell da gas an arme c'hall kuit eus an enez. E-pad daou vloaz e voe staget Korsika ouzh Bro-Saoz hag ur Rouantelezh Saoz-ha-Kors a voe etre 1794 ha 1796. Koulskoude e troas da fall an darempred etre Saozon ha Korsed. Spagn a zisklêrias ar brezel da Vro-Saoz en 1796. Evit difenn an douaroù saoz er Mor Kreizdouar en em dennas an arme saoz eus Korsika.
Kalzik eus harperien Paoli a dec'has diouzh an enez, pe a voe harluet, hag e Gwengolo 1798 edont o vrezeliñ en ur gompagnunezh soudarded war-droad anavezet evel ar "Franc Tireur Corses" e Minorca, hag a oa dalc'het gant ar Saozon d'ar poent. Er gompagnunezh-se e oa 7 ofiser ha 226 den all.
E miz Gouhere 1800 e voe lakaet ar c'habiten Hudson Lowe (a voe brudet diwezhatoc'h) e penn ar gompagnunezh, evel major. Bet oa Lowe e Korsika er pennadig amzer ma oa e dalc'h ar Saozon , ha galleg hag italianeg a ouie. Kaset e voe an unvezh da Gibraltar, ha bamiñ dirak ar soudarded kors a reas ar jeneral Ralph Abercromby, a oa o prientiñ un dro-vrezel da Egipt da skarzhañ ar C'hallaoued ac'hano, rak aloubet o doa ar vro e 1798.