Rozala Italia (war-dro 955 - † 7 a viz C'hwevrer 1003), anvet ivez Rozala Provañs pe Suzanna Italia, a oa merc'h da roue Italia Berengar II.

Kontez Flandrez

kemmañ

Dimeziñ a eure da Arnould II (961 - † 987), kont Flandrez, ha tri bugel he doe:

Kulatorez he mab e voe pa intañvezas.

Rouanez Bro-C'hall

kemmañ

Huon Capet, roue ar Franked, a zivizas dimeziñ e vab, Roperzh II, kenroue gantañ, d'an intañvez, goude ma oa-hi ugent vloaz warnañ. E 988 e voe graet an eured. Evel argouroù e tegase ar wreg Montreuil ha Ponthieu.

Pa varvas e dad ne voe ket pell Roperzh o kas e wreg kozh kuit (war-dro 991/992), en ur virout an argouroù. Rozala a oa deuet da vezañ Suzanna pa oa aet da rouanez, a en em dennas e Flandrez ma varvas ha ma voe beziet en abati Saint-Pierre-au-Mont-Blandin e Gand. E dibenn 996 pe deroù 997 e timezas Roperzh da Verta Bourgogn, intañvez Odo Iañ Bleaz.