Rozalia Lubomirska, ganet e Černobyl' e 1768, marvet e Pariz e 1794, zo ur briñsez polonat, dibennet e-pad an Dispac'h gall.

Poltred gant ul livour dizanv.
Poltred Rozalia Lubomirska, anvet Plac'h ar Goulmig, gant Anna Rajecka .

He buhez

kemmañ

Ganet eo Rozalia Chodkiewicz e Černobyl'. Merc'h e oa da Jan Mikołaj Chodkiewicz ha Maria Ludwika Rzewuska, a oa merc'h d'an hetmanha skrivagner Wacław Rzewuski.

E 1787, da 19 vloaz, e timezas d'an dug ( Książę) Aleksander Lubomirski. Ur verc'h he doe, bloaz goude, anvet Aleksandra.

Brudet e oa he c'hoantiz, he spered, hag he gwalleurioù.

Gant he merc'h ez eas Rozalia da chom da Vro-C'hall e deroù an Dispac'h gall, ha meur a zarempred romantel he doe. Er bloavezhioù-se eo e voe livet poltred Anna Rajecka, Plac'h ar Goulmig, graet da vrudañ he gwerc'hded ha dinammded, a-enep d'ar gwalldeodadoù diwar he fenn[1].

Distreiñ a reas da Varsovia da gemer perzh en Dispac'h eno.

E 1792 e oa o veajiñ e Suis. Chom a sav a reas e Lausanne. Bec'h he doe eno gant ar baron Eslach. Distreiñ a reas da Bariz pa oa an Dispac'h gall en e washañ. Harzet e voe, tamallet dezhi iriennañ a-enep an Dispac'h ha kenlabourat gant ar rouaned estren. Dibennet e voe.

Goude he marv

kemmañ

Goude marv Rozalia e voe dieubet he merc'h, Aleksandra Lubomirska, ha fiziet en Izabella Leżeńska.

Mojenn

kemmañ

Abaoe he marv ez eus bet savet meur a vojenn diwar he fenn. Gwelet e vez an tasmant anezhi er palez Lubomirski, en Opole Lubelskie. Lavarout a ra ar skrivagner Adolf Dygasiński bezañ gwelet anezhañ.

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. .[1]