Rubén González (pianoour)

Rubén González (1919-2003) a oa ur pianoour kuban.

E vuhez kemmañ

Ganet e oa e Santa Clara (Kuba) d'ar 26 a viz Mae 1919.

Evitañ da vezañ troet gant ar medisinerezh e oa bet ret dezhañ paouez gant e studioù dre ma oa berr an arc'hant gantañ. Ur pianoour hep e bar e oa, bet tapet e ziplom gantañ e Skol-Sonerezh Cienfuegos (Kuba).

E miz Meurzh 1996 en doa kemeret perzh en enrolladur an albom Buena Vista Social Club gant sonerien ha kanerien gozh all eus Kuba evel Ibrahim Ferrer, Orlando "Cachaito" López, Eliades Ochoa, Omara Portuondo, Compay Segundo, Barbarito Torres hag all. Un teulfilm a oa bet savet diwar-benn an darvoud-mañ gant ar filmaozer alaman Wim Wenders.

Aet e oa da Anaon en e di e La Habana d'an 8 a viz Kerzu 2003.

Sed amañ roll ar pladennoù bet enrollet gantañ evel unsoner :

  • 1997 Introducing...Rubén González
  • 1998 Indestructible
  • 1999 Estrellas de Areito
  • 2000
    • Sentimiento
    • Rubén González & Friends
    • Chanchullo