Rufus Roy McCain, ganet d'ar 7 a viz Gouhere 1903 ha marvet d'an 3 a viz Kerzu 1940, a oa ur prizoniad e toull-bac'h Alcatraz. Klasket en doa tec'hout diouzh an toull-bac'h gant Henri Young hag Arthur Barker e 1939.

Rufus McCain
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanRufus Kemmañ
Anv-familhMcCain Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Gou 1903 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNew York Kemmañ
Deiziad ar marv30 Kzu 1940 Kemmañ
Lec'h ar marvAlcatraz Federal Penitentiary Kemmañ
Place of detentionAlcatraz Island Kemmañ

Tec'hadenn kemmañ

Da noz an 13 a viz Genver 1939, McCain, gant Young ha Barker, o devoa klasket tec'hout diouzh an enezenn lesanvet "the Rock". Ar warded o devoa tennet war Arthur Barker. Barker a vefe marvet ha McCain ha Young a oa bet adpaket. McCain ha Young a voe kondaonet da 22 viz toull evit pep hini da chom e-unan.

Goude ma vefe distroet Young ha McCain gant ar peurrest eus ar brizonidi, McCain a oa bet lakaet da labourat er stal kemener ha Young er stal arrebeuri dres dindan. D'an 3 a viz Kerzu 1940, Young en devoa gortozet dres goude 10 eur noz evit redek betek McCain ha toullgofañ anezhañ gant ul loa kemmet e kontell[1].

Marv kemmañ

McCain a zo marvet pemp eurvezh goude-se. Biken ne voe displeget perak e oa bet Young o lazhañ McCain. Beziet eo bet er Philadelphia Cemetery, McCurtain County, Oklahoma, SUA[2].

Liammoù diavaez kemmañ

  1. Rufus Roy McCain war Find a grave
  1. https://www.alcatrazhistory.com/hyoung.htm
  2. https://www.findagrave.com/memorial/14191629/rufus-roy-mccain