Rugby strobet
Ur sport hengounel a Vreizh eo ar Rugby Strobet. ha c'hoariet abaoe e Lok-Maze (an Drenneg, Penn-ar-Bed) e-pad "Gouel Lok-Maze".

IstorAozañ
Ijinet eo bet ar "Rugby Strobet" e Plabenneg gant Jacky Bleunven er bloavezhioù 80, diwar ar soul, ar rugby ha traoù all.
Abaoe 1985 e vez an tournamant brasañ e Lok-Maze (an Drenneg, Penn-ar-Bed) e-pad "Gouel Lok-Maze", e fin miz Eost.
Tournamantoù all a zo bet abaoe, e Emvod ar Gelted en Oriant, e Mousterfil, e Gwiseni ...
ReolennoùAozañ
War un dachenn fank e vez c'hoariet : 20 metrad hirder, 10 metrad ledander (pe war-dro), lakaet dour warni. A bep tu dezhi, ur poull-dour 1,5 metrad ledander.
Daou skipailh 5 c'hoarier a zo war an dachenn, merc'hed ha paotred mesket. Staget eo o zreid (da vezañ strobet). Ar pal eo lakaat ar volotenn rugby er poulloù-dour, e-giz er Rugby. 2 boent a gont ur pal lakaet gant ur plac'h.
Droad a zo da gas ar volotenn en a-raok, da leuriñ ur c'hoarier p'emañ ar volotenn gantañ, da sevel bernioù keit ma n'eo ket re zañjerus.
Pa vez fazioù e tibab an tredeog reiñ ar volotenn d'ur skipailh pe teurel anezhi gant un etre-daou.