Rum and Coca-Cola zo ur ganaouenn saoznek, en doare calypso, hag a oa bet savet, da gentañ-penn, gant ar pianoour ha sonaozer Lionel Belasco (evit an ton anezhi) hag ar c'hanour Lord Invader (evit ar gerioù anezhi), eus Enez Trinidad o-daou.

Goude bet skridpreizhet gant an aktour skinwel stadunanat Morey Amsterdam e reas berzh bras pa voe kanet e 1945 gant The Andrews Sisters.

Damveneg zo eus gasterezh er ganaouenn gant ar gerioù-mañ diwar-benn an estrenien hag o arc'hant:

Since the Yankee come to Trinidad
They got the young girls all goin' mad
Young girls say they treat 'em nice
Make Trinidad like paradise


Notennoù kemmañ


Liamm diavaez kemmañ