Rummadoù sokiomicherel

Ar rummadoù sokiomichel (pe RSM) a zo un anvadur statistikel hag a aotre da renkañ ar micherioù. Krouet eo bet gant an INSEE e 1954 hag adanvet eo bet e 1982.

Enderc’hel a ra ar RSM 486 micher. Kriterioù liesseurt a zo implijet evit sevel ar rummadoù sokiomicherel :

  • Ar micher
  • Ar statud : labourerien dizalc’h (en o c’hont) pe gopridi
  • Ar perzhekadur
  • Ment an embregerezh, gennad (1añ, eil pe 3de)
  • Ar hierarkiezh : diplom, live gopr gant al labourerien
  • Natur an implijer : prevez pe publik

Renkadur

kemmañ

Ar 486 micher a zo strollet e 31 rummad sokiomicherel hag a zo int strollet en-dro e 8 strollad sokiomicherel :

  1. Labourerien-douar
  2. Artizaned, kenwerzherien ha pennoù embregerezh
  3. Sternerien ha micherioù speredel uhel
  4. Micherioù etre
  5. Implijidi
  6. Micherourien
  7. Tud war o leve
  8. Tud all hep obererezh micherel

En 8vet rummad e vez kavet neuze ar re nann-oberiat (da skouer bugale) hag an dud dilabour n’o deus morse labouret. An dud dilabour hag o deus dija bet ul labour a vo renket hervez o labour diwezhañ er rummadoù oberiat.

Skouer

kemmañ

Da skouer, ar micher “kelenner el lise” a zo renket :

  • Er micher 341a : “Kelennerien skolveuriekaet ha testenniekaet eus ar skol eil-derez”
  • Er rummad sokiomicherel 34 : “Kelennerien, micherioù skiantel”
  • Er strollad sokiomicherel 3 : “Sternerien ha micherioù speredel uhel”