Un elfenn gimiek eo ar rutherfordiom ; Rf eo e arouez kimiek, 104 e niver atomek ha 265,12 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.

Rutherfordiom
LawrensiomRutherfordiomDubniom

Hf
Rf
Taolenn beriodek, Rutherfordiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 104
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 4
Trovezh 7
Bloc'h d
Tolz atomek [267]
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d2 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 10, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +4
Oksidenn amfoterek[1]
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 581 kJ/mol
2 : 1 380 kJ/mol
3 : 2 300 kJ/mol
Skin atomek 150 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 157 pm (brasjedet)
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 17 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk 2 100 °C (brasjedet)
Bervverk 5 500 °C (brasjedet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

Ne gaver ket rutherfordiom en natur, un elfenn kevanaozet gant mab-den eo. Skinoberiek eo (1,3 eurvezh eo hanter-vuhez an izotop stabilañ, 267Rf)[2].

Istor kemmañ

E 1964 e voe dinoet ar rutherfordiom gant skiantourien Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel[3], e Dubna en URSS (125 km en Norzh da Voskov emañ kêr Zubna).
E 1969 e teuas ur skipailh enklaskerien amerikan e Kalifornia a-benn da gevanaozañ an elfenn[4], ar pezh a voe kadarnaet e 1973 gant ur skipailh amerikan all en Tennessee[5].

En enor d'ar fizikour soviedel Igor Vasilyevitch Kourtchatov (1903-1960) e voe roet an anv kourtchatovium d'an elfenn nevez, pa voe anvet rutherfordium gant an Amerikaned en enor d'ar fizikour zelandneveziat Ernest Rutherford (1871-1937). Gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) e voe diskoulmet ar gudenn : daoust da enebiezh an Amerikaned e voe anzavet Soviediz evel an dizoloerien, ha rutherfordium e voe anv ofisiel an elfenn nevez.

Perzhioù kemmañ

Ur metal liv an arc'hant pe c'hris eo ar rutherfordiom hep mar, da lavar ar skiantourien. Biskoazh avat n'o deus bet tro da arselliñ ur bloc'had eus ar metal-se, pa n'er c'haver ket war an Douar.

Kimiek kemmañ

Dianav c'hoazh eo perzhioù kimiek ar rutherfordiom, met tost da re an hafniom, e amezeg tostañ e strollad 4 an daolenn, eo ar perzhioù a zo bet jedet.

Izotopoù kemmañ

N'eus izotop stabil ebet d'ar rutherfordiom. Pemzek izotop zo bet kevanaozet, eus Rf-253 (253Rf) betek Rf-263 hag eus Rf-265 betek Rf-268, dre gendeuziñ atomoù pe dre arselliñ skinoberiegezh elfennoù pounneroc'h.
Biskoazh n'eo bet arsellet 264Rf, met jedet eo bet e vije e hanter-vuhez ken hir hag un eurvezh — ar pezh a chom da wiriañ c'hoazh, pa ouzer e oa bet jedet un hanter-vuhez a 13 eurvezh evit Rf-265 padal e voe muzuliet ≈ 2,5 munutenn hepken pa voe arsellet.

Arver kemmañ

Hini, betek-gouzout.

Notennoù kemmañ

  1. Trenkenn ha bazenn war an dro.
  2. Webelements
  3. Объединённый институт ядерных исследований (ОИЯИ) e ruseg.
  4. American Physical Society (en) Liamm oberiant 26/10/2012
  5. Harvard University (en) Liamm oberiant 26/10/2012


Daveennoù kemmañ


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok