Rala Rwdins

(Adkaset eus Rwdlan)
Rala Rwdins, al levr kentañ en dastumad. Rwdlan eo ar sorserez vihan a weler war ar golo, pe Erell e brezhoneg.

Rala Rwdins (pe Katell Skubell e brezhoneg) zo unan eus an tudigoù krouet gant ar skrivagnerez kembraek Angharad Tomos e-barzh un heuliad levrioù bugale, dastumad anvet Cyfres Rwdlan e kembraeg, treset gant Elwyn Ioan, embannet gant Y Lolfa, hag a zalc'h d'ober berzh e Kembre.

E brezhonegAozañ

Embannet eo bet an 12 levr kentañ e brezhoneg gant An Here, an ti-embann aet d'an traoñ e 2000, ha Levrioù Erell, a vez graet anezhe.
Savet e oa bet ar skrid brezhonek gant Morwenna Jenkin evit an 8 levr kentañ, gant Martial Ménard ha Herve Bihan evit ar 4 all.

Chom a ra un toullad mat a levrioù, rak n'int ket bet brudet bras, met poan a vez ouzh o c'havout.

Anvioù an dudAozañ

Disheñvel eo anvioù an dud e kembraeg, anvioù ijinet a-wechoù (Rala Rwdins ha Rwdlan n'o deus ster ebet evit-doare) hag e brezhoneg:

  • Rwdlan, Erell
  • Rala Rwdins, Katell Skubell
  • Ceridwen , Katell Spanell
  • Dewin Dwl, Hudourig brell (troidigezh)
  • Dewin Doeth, Hudour fur (troidigezh)
  • Llipryn Llwyd, Moanig Vihan

SkinwelAozañ

Pezhioù c'hoari evit ar vugale zo bet savet diwar al levrioù. Gante ez eus bet graet programoù er skinwel kembraek evit ar vugale ivez.

Liammoù diavaezAozañ