Sébastien Josse
Sebastien Josse a zo ur merdeer gall ganet e 1975 e Montereau-Fault-Yonne, e departamant ar Seine-et-Marne (77).
Kregiñ ' ra da redadegiñ diwezhat a-walc'h. Goude ma vefe aet ar maout gantañ er Challenge Espoir Crédit Agricole e 1997, ez eo degemeret e Pol Frañs Redadeg Diavaez Penn ar Bed.
E 2002 e sin Sebastien un emglev gant ar stal Vañdead VMI evit adprenañ bag Sodebo Thomas Coville. Ar redadegoù a heul an eil war-lerc'h eben, echuiñ a ra 8vet e The Transat e 2004 pe c'hoazh 5vet en transat Jacque Vabre gant Isabelle Autissier. Pouezusoc'h c'hoazh, echuiñ a ra 5vet er Vendée Globe 2004-2005, e 93 devezh. Un taol-kaer eo pa seller eus an niver a genstriverien ha pa seller oad e vag (darn vrasañ ar genstriverien all a rede war bagoù nevez flamm).
E 2005, ar bank Izelvroad ABN AMRO a zarempred gant Sebastien (pa oa eñ c'hoazh war vor er Vendée Globe), evit kinnig dezhañ sturiañ o eil bag evit ar Volvo Ocean Race. Echuiñ a ra skipailh ABN AMRO II pevare er Volvo Ocean Race 2005-2006, goude 8 miz redadeg a tost da 31 000 miles graet tro dro d'ar blanedenn.
Gourdonniñ a ra hiriv an deiz 2007 Sebastien Josse evit prientiñ ar Vendée Globe 2008-2009 a redo war ar vag nevez sponsorizet gant BT (British Telecom).
Loreadeg
kemmañ- 2013
- 1añ an Transat Jacques Vabre war ar MOD 70 Edmond de Rotschild - Gitana XV gant Charles Caudrelier.
- 2007
- Rediet eo ehanañ gant ar Barcelona World Race goude torridigezh penn uhelañ gwern PRB. O redadegiñ e oa a-gevred gant Vincent Riou
- Gounid a ra ar Rolex Fastnet Race gant Vincent Riou(IMOCA Class) – Barcelona World Race Prologue
- 2005-2006
- Erruout a ra teir gwech eil war tennadoù ar Volvo Ocean Race war ABN AMRO II. E-kerzh tennad New York-Porthmouth e koll ur bourziad Hans Horrevoets (eus an Izelvroioù) e-pad ur gorventenn. 24 eurvezh goude marv e vourzhiad, e saveta skipailh Movistar a-bez.
E doug ar redadeg-se e sav ur rekord nevez war vagoù ur c'houc'h dezho, 562,96 mile graet war 24 eurvezh.
- 2005
- 5vet ar Vendée Globe war an 60 troatad VMI
- 2004
- 8vet The Transat war an 60 troatad VMI
- 2003
- 5vet an Transat Jacques Vabre war an 60 troatad VMI gant Isabelle Autissier
- 2002
- Perc'henn war an arouez-trec'h Jules Verne war ar maksi katamaran Orange I, sturiet gant Bruno Peyron. Graet oa bet ganto tro ar bed e 64 devezh, 8 eurvezh, 37 munutenn ha 24 eilenn.
- Rediet eo paouez gant hent ar Rhum goude bezañ diwerniet.
- 2001 (war Figaro Beneteau)
- 2vet e redadeg digenvez ar Figaro
- 3(de) e tro Breizh war vag dre lien
- 3(de) er Generali Kreizdouarel
- 2000
- 5vet e kampionad Bro-C'hall redadeg diavaez en digenvez
- 1añ e Hent ar Ponant
- 1999
- 4re tennad kentañ ar Mini Transat
- 10vet e kampionad Bro-C'hall redadeg diavaez en digenvez
- 1998
- 2vet bizuth redadeg digenvez ar Figaro
- 1añ e kampionad Bro-C'hall esper digenvez
- 1997
- 1añ e Challenge Esper Crédit Agricole