Digeriñ al lañser pennañ
Sìdh Chailleann er pelloù, ha Loch Raineach dirak

Sìdh Chailleann (gouezeleg, distaget: [ʃi'xaʎən̪ˠ]; Schiehallion e saozneg) a zo ur menez e Peairt agus Ceann Rois e Bro-Skos. Emañ tost da vat e kreizig-kreiz Bro-Skos, ha lakaet eo da vezañ menez hud ar Galedonianed; talvezout a ra an anv "menez hud ar Galedonianed" just a-walc'h. Tapout a ra 1 083 m. Evel m'emañ en e-unan eo hewel-kenañ ar menez a-bell. Lec'hiet eo etre Loch Tatha, Loch Raineach ha Loch Teimhil.