Saadet III Giray[1], mab Kırım Giray, a oa khan Krimea e 1691.

Pignat a reas war tron ar c'hanat pa 'c'h eas Selim I Giray da birc'hirinañ da Vekka e miz Meurzh 1691.

D'an 20 a viz Eost e voe pilet an arme otoman e Slankamen, e-kichen ar stêr Danav, gant an Aostrianed ha lazhet ar vizir Köprülü Fazıl Mustafa Paşa. Saadet Giray a erruas re ziwezhat evit kemer perzh en emgann. Pa voe echu an ergerzhadenn vrezel e miz Kerzu 1691 e voe lamet e garg digantañ hag anvet Sefa Giray en e blas.



En e raok:
Selim I Giray
Khan Krimea
thum
1691
War e lerc'h:
Sefa Giray

Mammenn

kemmañ
  • Le khanat de Crimée et les campagnes militaires de l'Empire ottoman : Fin du XVIIe-début du XVIIIe siècle, 1687-1736 gant Dilek Desaive e Cahiers du monde russe et soviétique niverenn 11-1, 1970

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Pe Saadet II Giray a-wechoù, dre na vez ket anavezet bepred ren Saadet II Giray e 1584