Sachsen-Hildburghausen

Dugelezh Sachsen-Hildburghausen zo un dugelezh alaman hag a badas 146 vloaz, etre 1680 ha 1826. C'hoarvezout a reas eus rannidigezh Dugelezh Sachsen-Gotha gant an dug etre e vibien.

Dugelezh Sachsen-Gotha e 1680
  • ██ E 1820
  • Kastell Hildburghausen (war-dro 1800), distrujet e 1945

    Da gentañ ne oa nemet ur briñselezh, krouet en 1680, evit Ernst (1655-1715), c'hwechvet mab Ernst Iañ Sachsen-Gotha (1601-1675). Goude e teuas da vezaén dugelezh.

    Monumantoù a voe savet e Hildburghausen, ha dreist-holl ur palez a veze graet « Versailhez Sachsen » anezhañ. Goude 1918 e teuas da vout kazarn, distrujet e voe gant ur vombezadeg en 1945.

    E 1825, pan eas da hesk tiegezh Sachsen-Gotha-Altenburg, e voe adkrouet dugelezh Sachsen-Altenburg gant Friedrich Iañ (1763-1834) ha kemeret an titl gantañ, hag en eskemm e laoskas e zugelezh kozh gant gant Bernard II von Sachsen-Meiningen. Neuze e voe unanaet an div stad Sachsen-Hildburghausen ha Sachsen-Meiningen ha Bernard II a gemeras an anv a zug Sachsen-Meiningen-Hildburghausen.

    Ur stad dieub e voe en 1918, aa-raok bout enteuzet en 1920 e Land Thuringen.

    Klotañ a ra gant Landkreis Hildburghausen hiziv.

    Priñsed ha duged

    kemmañ
     
    Therese von Sachsen-Hildburghausen (1792–1854), Rouanez Bavaria, 1825

    Tud all

    kemmañ