Sally St. Clair (St. Clare) a oa ur soudardez stadunanat eus South Carolina en em wiske evel ur gwaz evit mont da soudard(ez) er C'hontinental Army e-kerzh Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. Ne oa ket bet dizoloet he reizh a-raok he marv en un emgann e-kerzh Seziz Savannah e 1782.

Marv Sally St. Clair taolennet en Thrilling Adventures Among the Early Settlers gant W. Wildwood, 1866.

Ne ouier ket kalz traoù a-zivout St. Clair. Hervez lod e oa ur vaouez kreol du, pe un hironez afrikan-gall. Hervez lod testenioù e oa bet o emezeliñ el lu gant he amourouz, ur serjant. Kanolierez e oa-hi a-hervez. Mammennoù lies a embann e oa bet lazhet e-kerzh Emgann Savannah e 1778.

Hervez ar romantelourien viktorian evel George Pope Morris ne oa ket bet he galant evit anavezout anezhi a-raok ma voe lazhet ha prest he c'horf da vezañ beziet. Barzhoneg Morris a-zivout St. Clair a grog evel-henn :

In the ranks of Marion's band,
Through morass and wooded land,
Over beach of yellow sand,
Mountain, plain and valley;

A southern maid, in all her pride,
March'd gayly at her lover's side,
In such disguise
That e'en his eyes
Did not discover Sally.


Morris a zeskriv St. Clair evel "moutig, gant daoulagad du kreolek" gant "blev rodellek hir ha du" ha hervezañ e oa-hi marvet gant un taol goaf a oa da vezañ roet d'he amourouz, ar serjant Jasper. Mont a ra an aozer betek embann "Ne oa ket ul lagad sec'h pa oa bet beziet Sally St. Clair, nepell diouzh ar stêr Santee, en ul lec'h glas en disheol evel pa vefe bet ul lodenn tennet eus ar baradoz."

Warren Wildwood en doa krouet un istor damheñvel en e levr Thrilling Adventures Among the Early Settlers (1866).

Pennadoù kar kemmañ