Sammadur
Ar sammadur zo un niñvadur elfennel a gevaraez peurgetket da zeskrivañ bodadur kementadurioù pe ouzhpennañ permettant mentennoù astennadel a memes anien, evel an hedoù, anr gorreadoù pe an ec'honadoù. E fizik pergen, sammadur daou hed na c'hellont en em gefleuniañ ent-niverel hepken mard eo ezgeriet an hedoù-mañ gant an hevelep unanenn muzuliañ. Disoc'h ur sammadur zo anvet ur sammad.
E jedoniezh, ar sammadur zo dispaket war an teskad niveroù boas met zo despizet ivez evit ergorennoù jedoniel all evel ar sturiadelloù hag ar c'hevreizhennoù.
Dre heñvelerezh, gervel a reer sammadur savelennn kenaoz diabarzh an egorioù sturiadel ha strolloù abelel 'zo. luniadoù jedoniniel all zo ken a niñvadur daouadek enno galvet sammadur, hogen ar re-mañ n'int ket bepred kevazas gant perzhioù ar sammadur boas.