Samurai Deeper Kyo

(Adkaset eus Samourai deeper kyo)

Samurai Deeper Kyo (サムライ ディーパー キョウ, Samurai Dīpā Kyō ) a zo ur manga skrivet gant Akimine Kamijyō. Bez ez eus 38 levr. Embannet eo gant Kana e Bro Frañs, e-barzh ar rummad Dark Kana. E miz Ebrel 2008, 38 levr 'zo bet troet e galleg. Samurai Deeper Kyo a zo skrivet nemetken gant pennlizherennoù; gwelet e vez ivez ar skritur-mañ « SDK ». An istor a c’hoarvez e bro Japon pevar bloavezh goude ar brezel Sekigahara e 1600.

Samourai deeper kyo
heuliad manga
TitlSAMURAI DEEPER KYO Kemmañ
Derivative workSamurai Deeper Kyo, Samurai Deeper Kyo Kemmañ
Tachennadventure anime and manga Kemmañ
AozerAkimine Kamijyo Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad embann15 Her 1999 Kemmañ
Roll an tudennoùlist of Samurai Deeper Kyo characters Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.shonenmagazine.com/works/sdkyo/ Kemmañ
Embannet eWeekly Shōnen Magazine Kemmañ
Arvesterien palShōnen Kemmañ
Roll elfennoùlist of Samurai Deeper Kyo chapters Kemmañ
Samourai Deeper Kyo
Samurai Deeper Kyo
Rummad Shōnen
Doare Fent, Oberiant, Istorel, Samourai, Karantez
Manga
Treser Akimine Kamijyo
Embanner Kodansha
Kana
Rakembann Weekly Shōnen Magazine
Embann 15 a viz Here 1999
- 14 a viz Gouere 2006
Levrennoù 38
Anime
Sevenour Junji Nishimura
Produerien Norimitsu Urasaki, Tomohiro Yamada
Studio Studio Deen
Skinwel TV Tokyo
Skignañ 2 a viz Gouere 2002
- 23 a viz Kerzu 2002
Rannoù 26

Istor kemmañ

Kyoshiro Mibu a zo un apotiker tost evel ar re all. En e gorf emañ ene Kyo “Lagad an diaoul“, an hini hag deus lazhet 1 000 den.

Yuya, ur plac’h yaouank a zo o klask tapout Kyo evit kaout an arc’hant prometet d’an hini a gemero penn Kyo. Met dont a ra war wel Kyo nemet pa vez kemeret gant Kyoshiro e sabrenn, Kyo a gemer neuze plas Kyoshiro hag e teu da vezañ drouk gant e zaoulagad ruz.

Met ur wech e kemer Kyo plas Kyoshiro da viken. Hennezh a ziviz da vont da glask e gorf kuzet en ul lec’h bennak er bed gant sikour Yuya hag a zo deut amourous gantañ. War an hent e kavint enebourien evel : Fubuki, Hishigi, Tokito, Yuan, Chinmei Keikoku, Saishi, Shinrei, Taihaku. Met kavout a rint ivez mignoned evel : Sakuya, Izumo no Okuni, Tigre rouge, Akira, Bontenmaru, Luciole, Akari. Lod anezho a sikouro Kyo. Ganto e tremeno an istor.

Traoù istorel kemmañ

Samurai Deeper Kyo a zo un istor e bro Japan, e-penn-kentan an amzervezh Shogunat eus an Tokugawa. Ar c’hilsell eus an istor a ziskouezh traoù istorel evel ar brezel Sekigahara. Bez ez eus ivez tudennoù manga hag o deus bevet evit gwir, evel ar re mañ : Sanada Yukimura, Sanada Nobuyuki, Tokugawa Ieyasu, Tokugawa Hidetada, Izumo no Okuni, Muramasa Sengo, Masamune Date hag Oda Nobunaga.

Armoù kemmañ

E-pad ar brezeliou, ur bern armoù a zo implijet gant an tudennoù. Lod a zo brudet ha lod all a zo strobinellus peogwir eo an arm hag a choazh gant piv e c’hellfe bezañ implijet. An holl armoù-se a zo bet krouet gant un den : Muramasa, anvet e vezont sabrennoù Muramasa. An armoù-se a zo ar re nemeto hag a c’hell lazhañ ar roue kozh, (Roi rouge), penn ar c’hlan Mibu.

Brezel kemmañ

An emgannoù el levrioù kentañ a implije nemet ar sabrenn. Seul vuioc’h e zae an istor war raok seul vuioc’h e oa emgannioù gant ar c’heñvder fizikel ha speredel.

Heñvelderioù gant an RPG kemmañ

Tu zo dezastum ar manga-mañ a zo evel ur RPG. An tudennoù a deu da vezañ krenfoc’h krenfañ e pad an istor ; evel ma pignont liveoù hag e c’hounezont skiant-prenet da bep emgan. Strollad an haroz a zo evel unan eus ur RPG : Kyo eo an den gant barregezhioù kempouez, Yuya eo ar pareour eus ar strollad. Bontenmaru eo ar Berserker, Akira ha Luciole a zo evel ar strobineller.

Tudennoù kemmañ

  • Kyo daoulagad euzhvil (anv japaneg : 鬼眼の狂 - onime no kyō), lesanvet l'Invincible pe le démon aux 1000 victimes a zo tudenn pennañ ar manga Samurai deeper Kyo, reiñ a ra an anv d'ar manga. E penn kentañ an istor emañ e-unan, klask a ra e gorf gwirion.
  • Yuya Shiina (anv japaneg : 椎名 ゆや) a zo un dudenn eus ar manga Samurai deeper Kyo. Ur plac’hig 16 vloaz eo.Anvet eo « La fille qui se trouve partout sur la route de Tokai ».Ar plac’h nemeti a vez gwelet e-pad hir amzer. Farsus eo met ret eo bepred d’unan bennak sikour anezhi e pad an emgannoù.
  • Tigr ruz (anv japaneg : 紅虎 Benitora). An dudenn-se en deus bevet evit gwir, bez e oa an eil mestr “shogun“ eus bro Japon. Barrek eo evit an emgannoù. Sikour a ra Kyo bepred.
  • Sarutobi Sasuke un dudenn vojennel eus hengoun Japan.