Ur bajenn disheñvelout Bellamy a zo ivez.

Samuel Bellamy
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Breizh-Veur Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSamuel Bellamy Kemmañ
Anv-bihanSamuel Kemmañ
Anv-familhBellamy Kemmañ
Deiziad ganedigezhC'hwevrer 1689 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHittisleigh Kemmañ
Deiziad ar marv27 Ebr 1717 Kemmañ
Doare mervelmarv dre zegouezh Kemmañ
Abeg ar marvbeuzadenn Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
MicherMorlaer, morlaer Kemmañ

Samuel Bellamy (?- 1717) a oa ur flibister saoz, anvet ivez Black Sam pe Black Bellamy, ha lesanvet Priñs ar Vorlaeron. E vugaleaj a gasas en Devonshire. Hervez lod en dije kuitaet Bro-Saoz evit mont da Amerika gant ar pal dont da vezañ pinvidik. Unan bennak a roas argant a-walc’h dezhañ da aozañ e droad. Lakaet en doa da bal adkavout teñzorioù spagnol beuzet e-kichen aodoù Amerika ar Su, met ne gavas netra hag e tistroas d’ar gêr. Dimeziñ a reas hag e familh en em stalias nepell eus Canterbury. Met fellout a reas dezhañ mont war vor en-dro, neuze e voe degemeret war vag Benjamin Hornigold, un den a oa brudet evit bezañ jentil gant ar brizonidi, hag ivez peogwir e chome hep tagañ ar bagoù saoz. Pa chomas Hornigoldd a-sav gant e vicher e kemeras Bellamy e blas.

Berzh a reas Bellamy pa breizhatas en Antilhez. Brudet eo evit ar prezegennoù a embanne evit kalonekaat e skipailh. Hag ivez peogwir e soursie eus buhez e skipailh, ha zoken eus hini e brizonidi. Trumm e chomas a-sav gant e vicher morlaer d’ar 27 a viz Ebrel 1717, pa’z eas d’ar strad er- maez Cap Cop (Massachusetts) asambles gant e vag anvet Whydah Gally (Whydah a zo anv ur porzh kenwerzh afrikan e-kostez Aod an Olifant; Gally '(galley),a dalve galeoù) abalamour d’an arnev. En e vag e oa d’ar mare-se pinvidigezhioù laeret war 53 bag. Daou zen nemetken a zreistvevas. Unan anezho az eas diwar wel, egile, anvet Thomas Davis, a embannas e-pad e brosez e oa 180 sac’had aour hag argant war vourzh ar Whydah pa’z eas d’ar strad. Sañset en dije lavaret Bellamy e-pad e brosez e 1720 (ar pezh a zo iskis rak mervel a reas e 1717) : Kondaonet omp gnt an hailhoned-se, padal n’eus ken neemt un diforc’h etrezo ha ni : a-drugarez d’al lezenn e laeront digant ar e baour, padal e laeromp-ni digant ar re binvidik hag hon arm nemetañ eo hon nerzh-kalon. Gant Barry Clifford hag ur skipailh splujerien eo bet adkavet e vag e 1984, enni armoù, pezhioù moneiz, bravigoù ha traoù all.