San Cristóbal (Venezuela)
kêr e Venezuela
Ur pennad San Cristóbal zo ivez.
San Cristóbal zo ur gêr eus Venezuela ha kêr-benn stad Táchira, ouzhpenn bezañ kêr-benn kumun San Cristóbal, e Rannvro an Andoù, e mervent Venezuela, war-dro 57 km diouzh an harzoù gant Kolombia. Lesanvet eo bet La Ciudad de la Cordialidad (kêr an hegarated). Krouet e voe gant Juan Maldonado Ordóñez y Villaquirán, kabiten eus an arme spagnol, d'an 31 a viz Meurzh 1561.
E 2015 e konted 485 872 a dud enni, ha 1 250 512 a dud er veurgêr.