San Marco libera lo schiavo

San Marco libera lo schiavo pe Il miracolo dello schiavo zo un eoullivadur war lien (415x541 cm) graet e 1548 gant al livour italian Tintoretto evit ar Scuola Grande di San Marco e Venezia. Hiriv emañ war wel er Gallerie dell'Accademia e Venezia.

San Marco libera lo schiavo, gant Tintoretto.

Diskouez a ra an arzour un abadenn eus al Legenda Aurea gant Jacopo da Varazze.

Servijer un aotrou a Brovañs a oa bet kavet o pediñ ar sant, ha jahinet e voe abalamour da se. Gant ur mekanik e oa bet torret e eskern ha dallet.

En tu dehoù, e ruz, emañ an aotrou. En e led emañ ar sklav. Eus an neñv e tegouezh sant Mark, sant gwarezer Venezia ma voe dic'hloaz ar sklav hervez a veze kontet.

Entre 1548 ha 1563 e reas Tintoretto meur a livadur all diwar-benn buhez sant Mark.