San Serapio (Zurbarán)
Merzher San Serapio | |
Francisco de Zurbarán, 1628 | |
eoullivadur war goad | |
120 × 103 cm | |
Wadsworth Atheneum | |
Hartford (Connecticut) | |
Stadoù-Unanet Amerika | |
San Serapio zo un daolenn graet gant Francisco de Zurbarán e 1628, evit kouent Itron Varia an Drugarez, e Sevilla, m'emañ Mirdi an arzoù-kaer hiziv. Warni e weler merzherinti ar misioner Sant Serapion, eus Urzh an Drugarez, hag a oa bet fiziet ennañ ar gefridi da adprenañ ar sklaved kristen er broioù muzulman. A-benn ar fin e voe lakaet d'ar marv en un doare euzhus e kêr Aljer.
Sujed
kemmañSujed an daolenn a zo bet tennet eus brudidigezh Sant Serapion (1179-14 a viz Du 1240). Sant Serapion a oa bet soudard e lu Richarzh Iañ Kalon Leon kemer a reas perzh en Trede groaziadeg (1189-1192), goude-se e yeas da gemer perzh er Reconquista hag a vo trec'h d'ar vuzulmaned e 1212.
E 1222 e yeas da vanac'h.
Doareoù all
kemmañMerzherinti Sant Serapion a vez kavet ivez dindan stumm un daolenn all gant Juan de Roelas anvet Martirio de San Serapio