Sancha León, rouanez León

Sancha León (Sancha de León e spagnoleg) (war-dro 1192 — Manati San Guillermo Villabuena, León, a-raok 1243), a oa rouanez León.

He buhez

kemmañ

Merc'h henañ ar roue Alfonso IX León (-1230) hag e bried kentañ, Teresa Portugal e oa. He mamm a oa merc'h da Sancho Iañ Portugal, Roue Portugal. Ur breur yaouankoc'h he doa, Fernando de León, hag ur c'hoar, Dulce León. He breur eta a oa da ren war-lerc'h o zad, met mervel a reas an infant Fernando en 1214, ha diwar-se e voe unanet an div rouantelezh, León ha Kastilha, gant Fernando el Santo, hantervreur da Sancha, ganet eus eil pried Alfonso IX, Berenguela Kastilha, goude torret eured tad ha mamm Sancha gant ar pab, en 1194, dre an abeg a genwadelezh.

En 1216, e voe prometet Sancha da Enrique Iañ, Roue Kastilha met ne voe eured ebet rak mervel a reas Enrique en 1217. Er bloaz-se end-eeun, e roas Alfonso IX d'e ziv verc'h, Sancha ha Dulce, meur a susit ha leveoù hed-buhez.

Rouanez León e voe de jure, a-gevret gant he c'hoar yaouankoc'h, Dulce León, pa varvas o zad en 1230.

A-wechoù e vez droukvesk etrezi hag he lezc'hoar Sancha Alfonso de León, bastardez he zad ha Teresa Gil de Soverosa.

En 1230, pa varvas Alfonso IX, e voe anvet e ziv verc'h, Sancha ha Dulce, da bennhêrezed León, pezh a ziskouez e oa bet lakaet dija da eil renk Fernando el Santo, hag eñ roue e Kastilha. Neuze, gant skoazell efedus e vamm Berenguela Kastilha, e stagas roue Kastilha da c'houlenn rouantelezh Leon kement ha ken bihan ma voe roet dezhañ goude un emglev etre Berenguela Kastilha ha Teresa Portugal, mamm an div c'hoar, a gollas o rouantelezh.


En em dennañ a reas an div c'hoar e manati San Guillermo en Villabuena, en el Bierzo, diazezet gant o mamm hag o zad ar roue su madre Alfonso IX. Eno e varvas Sancha a-raok 1243 hervez a skrivas arc'heskob Toledo, Rodrigo Jiménez de Rada, en e oberenn De rebus Hispaniae pa veneg e oa bet Teresamamm da Sancha ha Fernando, marvet divugel o-daou, ha ne vane nemet o c'hoar Dulce.

Levrlennadur

kemmañ
  • Yáñez Neira, Mª Damián (1982). «La princesa doña Sancha, hija primogénita de Alfonso IX». Tierras de León: Revista de la Diputación Provincial 22 (47). ISSN 0495-5773.