Sancho Iañ Ordóñez

Ur pennad Ordóñez zo ivez.

Sancho Iañ Ordóñez (war-dro 895 - goude an 10 a viz Mezheven 929) a oa roue Galiza er Grennamzer.

E vuhez kemmañ

Mab e oa da Ordoño II León, roue León, ha de bried kentañ, Elvira Menéndez. Anvet e voe da roue Galiza gant e dad, ha dindanañ, betek e varv.

Pa varvas e dad Ordoño en 924 e voe kemeret ar gurunenn gant e vreur, eontr Sancho, Fruela II León. Bloaz goude e varvas Fruela (etre an 12 a viz Eost hag an 8 a viz Gwengolo), hep na ouzer penaos.

En 926 e stourmas Sancho gant e vreudeur Alfonso ha Ramiro Ordóñez da dennañ kurunenn León diwar benn e genderv Alfonso Froilaz.