Sant-Donasian a oa ur barrez eus Breizh, en eskopti Naoned.

Douaroniezh

kemmañ

Sant-Donasian e oa amezek da gêr Naoned, war an hent da vont da Anjev.

Lonket e voe Sant-Donasian gant kêr Naoned goude an Dispac'h gall.
Ur barrez eus Naoned eo bremañ ; er bloaz 1805 e voe adsavet hec'h iliz Saint-Donatien.

Monumantoù ha traoù hervek

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  Avaugour

Aotrounez Port-Durand

En argant e gab en gul

  Barberé

Aotrounez le Bocage ha la Bottière

En sabel e dreustell gwriet en gul karget gant ur steredenn en aour, ha heuliet gant teir melionenn en aour, da enkerc'hat

  Belon

Aotrounez Douet-Garnier ha la Porterie

En argant e leon en sabel, hebiaet gant daou c'hleze peuliet ivez en sabel, begoù ouzh kab

  Barillon

Aotrounez Plessis-Tizon

En gwad e deir barriken en aour, kelc'hiek en sabel

  Bernard

Aotrounez Porterie

En argant e dour en sabel goloet en guul, laket war ur runell geotet, ha skoret gant daou arzh en sabel

  Chauvin

Aotrounez l'Espronnière

En argant e deir c'hreskenn en gul, an hini ouzh beg war he eneb

  de l'Epervier / de l'Espervier

Aotrounez la Verrière

En glazur e lammell en aour, heuliet gant peder bezantenn ivez en aour

  Jallier

Aotrounez la Renaudière

En argant e gebrenn c'heotet, heuliet ouzh kab gant div c'hroazigan ivez c'heotet, hag ouzh beg gant ur rodig-kentr en sabel

  Le Lasseur

Aotrounez Ranzay

En gul e gebrenn en argant, heuliet gant tri c'hilhog en aour, an daou ouzh kab penn-ouzh-penn

  le Tourneux / Tourneulx

Aotrounez l'Espronière

En aour e deir joskenn oc'h-gouez en sabel, stilhonet en argant ha lagadet en gul

  Tullay

Aotrounez Plessis-Tizon

En aour e leon savant en gul

  de Vay

Aotrounez la Perverie

En gul e greskenn en erminoù, leinet gant ur groazigan en aour

Levrlennadur

kemmañ
  • Jean Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne, Molliex, Roazhon, 1843 – Nabu Press, 2012 (ISBN 978-1-2726-6471-8)
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014