Sant Efflamm hag ar Roue Arzhur
(Adkaset eus Sant Efflamm hag ar roue Arzhur)
Sant Eflamm hag ar Roue Arzhur zo ur pezh eus Barzaz Breiz adalek 1867. Anvet e oa Buhez Sant Efflamm en embannadur 1846.
- Ar son
- E gwerzhennoù eizhsilabennek strobet e pozioù peder gwerzenn eo savet ar c'han, div rann enni : 20 poz er rann I ha 16 poz er rann II.
- E yezh Bro-Dreger e voe truzskrivet gant Kervarker.
- An ton
- Un ton-bale mentadet e eo, kinneget e tonegezh , teir lemmell (#) ouzh an alc'hwez neuze.
Un doare all zo bet enrollet gant Tri Yann hag embannet en o fladenn La belle enchantée e 2016 [1].