Pieter Kanis (pe Kanijs), mab da Jacob Derickszn Kanis ha Jelis van Houweningen, a oa ganet d'an 8 a viz Mae 1521 e Nijmegen, en Izelvroioù ha marvet e dibenn ar c'hwezekvet kantved, e Friburg, e Bro-Suis, d'an 21 a viz Kerzu 1597. Anavezet eo en Iliz katolik evel Sant Petrus Canisius.

Peter Canisius - engravadur war gouevr gant D. Custos - war-dro 1600

Bet eo unan eus kentañ beleien Kompagnunezh Jezuz. Tremen a reas ar pep brasañ eus e vuhez beleg jezuist en Alamagn ha Suis o stourm ouzh ar brotestantiezh a oa oc'h en em ledañ da neuze.

Lakaet e voe e renk ar re wenvidik e 1864 gant an Iliz katolik ha lakaet da doktor an Iliz katolik e 1925.

Enoret e vez gant Katoliged Bro-Alamagn ha re Bro-Suis evel o eil abostol, war-lerc'h sant Bonifas. Dre e brezegerezh, e zornlevrioù kelennadurezh kristen ha diazezadur meur a skolaj en deus bet ur roll a-bouez e difenn ar feiz katolik dirak ar brotestantiezh oc'h en em ledañ.

Liammoù diavaez kemmañ

  • (en) Buhezskrid berr war Catholic Encyclopedia e 1913 : [1]
  • (en) ha (de) notennoù ar Jesuit Calendar skrivet gant an abad Otto Syré SJ war al lec'hienn [2]
  • Katekiz bras Canisius a c'haller da gaout e PDF (7 levrenn anezhañ) war [3].