Sant Yann-Vadezour (Paotr yaouank gant ur Maout)
- Gwelout ivez: Sant Yann-Vadezour (Caravaggio).
Sant Yann-Vadezour, anv 8 taolenn en holl gant Caravaggio, eo anv an div daolenn anvet ivez Paotr yaouank gant ur Maout, a c'haller gwelout er Musei Capitolini, e Roma evit an eil, hag en Doria Pamphili Gallery e Roma evit eben. Tost peurheñvel eo an daou livadur, o-daou gant Caravaggio, hervez a greder.
Sant Yann-Vadezour, pe Paotr yaouank gant ur maout | |
Michelangelo Merisi da Caravaggio (a greder), 1602 | |
Eoullivadur war vezher | |
129 × 94 cm | |
Musei Capitolini | |
Roma | |
Sant Yann-Vadezour, pe Paotr yaouank gant ur maout | |
Michelangelo Merisi da Caravaggio (a greder), 1602 | |
Eoullivadur war vezher | |
129 × 94 cm | |
Musei Capitolini | |
Roma | |
Un tamm mesk a voe e bedig anaoudeien binvidik Roma, e 1602, gant livadur Cupido (anavezet evel Amor Vincit Omnia en deiz a hiriv), graet evit an arc'hanter meur Vincenzo Giustiniani, skoazeller meur a arzour. Er memes bloavezh e oa bet urzhiet ul livadur gant Ciriaco Mattei, un arc'hanter meur all, en doa ur breur anvet Asdrubale a oa kamarad da Garavaggio, ha goulennet en doa un daolenn en enor da anv-badez e vab henañ Yann-Vadezour. pe e vije war c'houlenn Mattei (kement-se a c'hallfe bezañ, met prouenn ebet n'eus ganeomp) pe ne vije ket eo ar memes paotr a gemeras da batrom evel evit Amor Giustiniani.
Ar patrom evit Amor Vincit a oa ur paotr Cecco, mevel Caravaggio, ha marteze e ziskibl ivez.
E 1601-1602 edo Caravaggio o vevañ hag o livañ e palez an tiegezh Mattei, ha gantañ labour e-leizh war ar stern evit pinvidien war-lerc'h ar berzh en doa graet gant e liverezh e chapel Contarelli ma en devoa lakaet war wel, e 1600 , Merzherinti Sant Vazhev ha Galvidigezh Sant Vazhev. Ur prantad labourus e voe e buhez al livour.