Santo Domingo


Kêr Santo Domingo – ent-ofisiel: Santo Domingo de Guzmán – eo kêr-benn ar Republik Dominikan. Ar gêr goshañ bet savet en Amerika gant an Europeaned eo, ha sez galloud kentañ ar Spagnoled er Bed Nevez. Anvet eo bet en enor ar sant katolik Domingo de Guzmán. Kêr bobletañ ar vro eo ivez hag e-tro 3 720 000 a oa o chom e kêr ha tro-war-dro e 2010.