Saozon (Sant-Brieg)

Saozon, anvet Cesson e galleg, e oa ur barrez kozh eus eskopti Sant-Brieg, bet staget ouzh Sant-Brieg da vare an Dispac'h gall.

Douaroniezh

kemmañ
  • Jean-Yves Le Moing : Sesson, 1263[1]
  • Erwan Vallerie : Sesson, 1144; Sessonio, 1371; Cesson, 1516; Soissons, 1630[2].
  • Un tour hag ur c'hreñvlec'h a oa bet savet eno er bloavezh 1395 war urzh an dug Yann IV.
  • Dre skrid-embann ar roue Charlez IX, roet e 1565 eo bet staget aotrouniezhoù kontelezh Bro-Oueloù ha Saozon.
  • Er bloaz 1592, sezizet eo bet kreñvlec'h Saozon gant dug Mercoeur; ne blegas ar c'hreñvlec'h nemet goude 450 tenn kanol.
  • Er bloaz 1598, lamet eo bet ar plas-se digant dug Mercoeur gant ar marichal de Brissac.
  • D'ar 17 a viz Ebrel 1598, urzh zo bet roet da Prechant-Ruffelet, senesal Sant-Brieg, gant ar roue Herri IV, da ziskar ar c'hreñvlec'h.
  • Saozon zo bet staget ouzh Sant-Brieg er bloaz 1792.

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  de Bédée

Aotrounez la Ville-Ginglin

En argant e zri arbenn-karv en gul

Notennoù

kemmañ
  1. Jean-Yves Le Moing ː Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne. Coop Breizh. 1990
  2. (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995