Sara Winter
Sara Fernanda Giromini, lesanvet Sara Winter, ganet d'an 18 a viz Even 1992 e São Carlos, zo ur stourmerez vrazilian. Benelourez, krouerez skourr brazilian ar FEMEN, krouerez ar strollad « Bastardxs », deuet eo da vezañ stourmerez pro-buhez (enep sioc'hanidigezh) e 2015.
Enep sioc'hanegezh
kemmañE miz Here 2015, ur miz goude bezañ gwilioudet, e teu da vezañ ur stourmerez pro-buhez. Deuet eo da vezañ ur stourmerez ingal eus al luskad enep sioc'hanañ anvet Pró-Mulher (« Pro-maouez »). Skrivet he deus ul levr Vadia não ! Sete vezes que fui traída pelo feminismo ( « Gast nann ! Seizh gwech trubardet gant ar venelouriezh »). Kemer a ra perzh en emvodoù gant ur psikologourez enep-sioc'hanidigezh.
E miz Here 2018 e ro harp d'ar c'hannad Jair Bolsonaro e-pad kampagn prezidantel Brazil 2018.