Ur satir[1] (σάτυρος sátyros e henc'hresianeg, satyrus e latin) zo ur boud dreistnatur eus mojennoù Henc'hres, arouez nerzh an Natur. Diskouezet e vezont gant kerniel ha treid givri, hag ul lost hir dezho.

Nimfezed ha satir
William Bougereau (1873)
Clark Art Institute

MojennoùAozañ

Gwazed yaouank int, dremmoù ha korfoù tud dezho, ha divskouarn kezeg. A-wechoù e vez faziet gant lod hag a vesk satired ha faoned, hag a liv satired gant korfoù hanter-tud hanter-bouc'hed, gant divskouarn a-bik, kerniel ouzh o fenn, blev hir ken-ha-ken, ur fri togn, ul lost gavr, hag un ibil sonn dalc'hmat.

Gant ar menadezed e vezont e lidambroug an doue Dionysos, hag a-wechoù gant an doue Pan.
Krec'hin loened a vez dindane alies, ha dreist-holl hini ar banterenn, loen arouez Dionysos.

Alies e vezont gwelet o tañsal gant nimfezed, ur gibad gante en un dorn dezho.

Ar satired kozh a vez graet silened anezho, hervez Seilenos, kelenner Dionysos, ha brudet int da vezañ vil da spontañ.

NotennoùAozañ